Hiroshima

Debret dijuniñ en ostaleri, mat e oa. Bet omp gant E&S betek kastell Hiroshima, dre ar park. Sioul ‘oa an traoù hag un diskouezadeg dedennus ‘oa diwar-benn tokarnoù e stumm loened! Siwazh ne oa ket ar gwir da dapout skeudennoù.hiroshima-diskouezadegkastell-hiroshimasell-hiroshimaBet omp goude da straniñ e stalioù ar straedoù kenwerzhel, prenet ‘m eus ur re bravigoù-skouarn luchador met siwazh eo fals bravigoù (da biñsañ war ar skouarn) 😦 … a-raok mont da v/Mac Donald’s da dañva an hamburger ispisial evit an diskar-amzer (kroget adalek hirie) gant togoù-touseg (Kinoko Tsukimi burger, nevez ar bloaz-mañ). Kemeret ‘m eus ivez ar Mc Shake patatez dous (n’eo ket ken mouk hag ar pezh a vez lâret ^^).
mac-do-diskar-amzerGoude-se on bet o kerc’hat ma sac’h kein en ostaleri ha d’e lakaat en ti-gar. A-raok mont da bourmen betek park Hijiyama. Un dorgenn eo e Hiroshima hag ur sell brav a zo eus an uhel. Un aergelc’h all penn-da-benn. hijiyamaBet on o welet levraoueg kêr ispisial manga, sioul an traoù… DSC06730A-raok mont da welet mirdi arz a-vremañ a zo e-kichen.DSC06739Dedennus ‘oa an diskouezadegoù. Ispisial-tre oa an eil, gant oberennoù Doris Salcedo, awenet gant darvoudoù ar 6 a viz Eost 1945. Anzav a ran on bet fromet…
Deuet on a-benn da dapout tren 4e17 evit mont betek Kyoto. Tremenet mat ar veaj.
Erruet on tro 6eur30 ha bet betek an ostaleri war droad… Ur sapre fazi! 5 kilometr ‘m eus bet d’ober gant ma sac’h kein pounner!! Skuizh marv e oan hag erruet on tro 8eur noz. N’on ket bet plijet kement-se gant ar guest house (Hannari) ouzhpenn…kambr-kyotoUn tamm diwezhatoc’h ‘m eus adkavet E&S evit debriñ koan en ur chadenn simpl (matsuya) met n’am eus ket bet c’hoant da straniñ re…kartenn_17_gwengolo(28 874 paz)

Lid an te

Setu neuze ar pennad ‘m eus skrivet hag a zo bet embannet e niverenn 399 Al Liamm, e miz Eost 2013. Degemer mat ivez deoc’h lennerien bet kaset amañ a-drugarez d’ar pennad-mañ er gelaouenn! Plijadur ha dizoloadennoù e-leizh deoc’h 🙂
Skeudennoù ouzhpenn a vo amañ (ha nebeutoc’h ivez!).

Chanoyu 茶の湯 “dour tomm evit an te” a zo ul lid hengounel tro-dro d’an te. Ne vez ket graet gant n’eus forzh peseurt te : an te glas poultr matcha an hini a vez implijet. Un arz japanat eo abaoe 500 vloaz. Studiet e vez evel an ikebana 生け花 “arz an aozañ bleunioù” pe ar c’haligrafiezh.
Lid an te a zo un doare da zegemer tud gant kalz a zoujañs. Reolennet strizh eo.

An te a oa bet degaset da Japan gant menec’h bouddhael eus Sina en XIIvet kantved. Ul louzoù e oa da gentañ hag un evaj evit chom dihun e-pad ar prantadoù preder. Un doare e oa da buraat ar spered ha da vezañ tostoc’h d’an natur. An te matcha a vo evet goude-se gant ar samourai er c’hantved war-lerc’h. Hirie an deiz e vez evet gant a bep seurt tud (hag ur bern traoù dous a vez fardet gant blaz matcha : skorn, madigoù, gwestell hag all…). Lid an te a vez studiet kentoc’h gant merc’hed familhoù pinvidik rak un dra dalvoudus da c’houzout a-raok dimeziñ eo bepred, gant an dud plijet ha tik gant an te pe/hag an arzoù hengounel. Un arz kentoc’h gourel e oa da gentañ, un tamm gwregeloc’h eo bremañ met paotr pe blac’h a c’hall studiañ ha mestroniañ Lid an te.

Sen no Rikyū 千利休 1522-1591 : unan eus tudennoù danevell INOUE Yasushi, “Ar mestr-te” (“Le maître de thé” e galleg, 本覚坊遺文 pe Honkakubō ibun e Japaneg) pe c’hoazh eus film KEI Kumai “Sen no Rikyū, ur mestr-te” (“La mort d’un maître de thé” e galleg, 千利休 本覚坊遺文 pe Sen no Rikyū – honkakubō ibun e Japaneg) an hini en doa degaset er XVIvet kantved, mennozh an ichigo-ichie 一期一会 “ur wech, ur gejadenn” hag a dalvez eo kement kejadenn ’zo ur wir deñzor. Reolenn diazez Lid an te eo.
Pevar zra pouezus a zo e Lid an te : hensonded, wa 和 ; doujañs, kei 敬 ; glanded, sei 清 ha sioulded, jaku 寂.

Ti te e liorzh Isuen e Nara

Ti te e liorzh Isuen e Nara

Alies e Bro-Japan, el liorzhoù da skouer, e vez kavet tiez ispisial anvet “tiez-te”. En tiez-se eo e aozer Lid an te. E sal Lid an te e kaver tatami war al leur ha kinklet dilorc’h e seblant deomp bezañ, gant ur c’h/kakejiku 掛け軸 (panell hir gant kaligrafiezh peurliesañ) ha bleunioù a glot gant mare ar bloaz, ar c’houlz-amzer. N’int ket pezhioù bras.

Bleunioù ha kaerskriverezh, kinkladur sal Lid an te (e c'hoariva Kyōto)

Bleunioù ha kaerskriverezh, kinkladur sal Lid an te (e c’hoariva Gion Corner e Kyōto)

Servijout a ra Lid an te da lakaat en a-raok lodennoù all eus sevenadur hengounel Japan, estreget ar re bet meneget e c’heller ouzhpennañ an dilhad seiz (kimono) hag evel-just ar priajoù (tōgei pe yakimono). Un doare eo ivez da zeskiñ reolennoù ar saludiñ hag ar sevended : ret eo mont tre, goude bezañ lemmet e votoù evel-just, ha mestr an ti a serr an nor en un doare resis. Pedet vezer da vont n’e goazez war an tatami : war bennoù e daoulin, stok ar feskennoù ouzh seul e dreid (seiza), ha penn uhelañ an treid a rank stokañ mat ouzh an tatami. Saludoù ha bommoù lavar resis a ya da heul, da vareoù zo. Jestroù resis-tre a vez graet e-pad Lid an te ha n’eus hini ebet a re.

Ur bern binvioù a vez implijet evit Lid an te ha ret eo doujañ dezho : un tamm lien ispisial evit naetaat an tas (chakin), un tamm seiz (fukusa) evit tapout krog er gitell domm pe evit ar gouvidi, rak deuet mat eo sellet a dost met hep stokañ, ouzh ar binvioù, an arrebeuri a servij da glenkañ pe da boz an traezoù all (tana), ar gloge vambouz evit treuzkas an dour (hishaku), ar voest evit renkañ ar poultr-te (natsume), al loa evit lakaat an te en tas (chasaku), ar foet bihan bambouz evit meskañ an te hag an dour (chasen), ar gitell (tetsubin) a zo par d’ar pod-te evidomp hag evel-just an tas (chawan). An tas a vez diskouezet mat d’an dud pedet a-raok fardañ an te ennañ en un doare rekis-kenañ kement ha kinnig an tu bravañ d’an dud pedet.
Gwalc’het e vez ar binvioù dirak an dud pedet a-raok servijañ an te. Kement-mañ a zo diskouez doujañs keñver ar gouvidi hag an traezoù implijet. E dibenn al lid, ur wech vint gwalc’het en-dro, e c’hallo an dud pedet parañ o daoulagad war an traezoù a vez kaer-kaer peurliesañ. Teñzorioù int e gwirionez, pezhioù artizanel ha prizius a ranker doujañ outo. Reoù ’zo o deus un anv zoken hag a vez implijet da vareoù resis eus ar bloaz, an tasoù dreist-holl a c’hall kaout kinkladurioù a glot gant ar c’houlz-amzer.
Heuliañ reolennoù a vez graet gant ar gouvidi ivez : azezañ ha saludiñ evel-just met ivez doujañ d’ar binvioù a vez implijet (tas hag all) ha dreist-holl degas ur follenn baper ispisial (kaishi) a servijo da zebriñ ar madig (wagashi) a vez kinniget a-raok evañ. Kreñv eo an te matcha ha ne vez ket lakaet sukr, neuze e vez debret un draig dous a-raok evañ.

wagashi bet debret e Kyoto

wagashi bet debret e Kyōto

Renket e vez ar follennig-mañ en ur pleg eus ar c’himono (da live ar vruched) evel ma ra ar servijer gant an tammoù danvez a implij e-pad al lid. Gwelloc’h eo bezañ gwisket ur c’himono neuze ! Dilhad kornogat vez degemeret laouen hirie an deiz gant ma vo kran ha kempenn an dud. Ar follennig kaishi-se a servijo da sec’hañ an tas ur wech evet an te ivez. Degaset ’vez ivez un aveler bihan koad, ar fukusa evit “stokañ” ar binvioù, a-wechoù e vez renket an dafar-se en un doare yalc’h danvez kuzhet er c’himono.

Ma zas gant poultr te hag ar foet a-raok ne vefe skuilhet an dour tomm ennañ

Ma zas gant poultr te hag ar foet a-raok ne vefe skuilhet an dour tomm ennañ

An tas a vez pozet war-eeun war an tatami ha dalc’het e palv an dorn kleiz evit evañ, an dorn dehou a sikour da zerc’hel an tas war ar c’hostez. Ret eo treiñ an tas (tri c’hard) a-raok evañ evit chom hep lakaat e ziweuz war an tu bravañ (a zo bet kinniget gant ar servijer). Evet e vez an te dre deir lonkadenn (mui an trouz goude bezañ evet).
A-wechoù e vez implijet an hevelep tas, pep hini d’e dro – setu perak e vez sec’het aketus an tas gant pep hini a-raok kinnig anezhañ d’e amezeg – gwechoù all e vez un tas gant pep hini.
Meur a skol a gaver evit deskiñ Lid an te. Ur studi hir, diaes ha luziet eo. Gant e hengoun don hag e reolennoù start eo un arz uhel.

Lid an te en Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Lid an te en Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Brav ’m eus kavet dizoleiñ al lid-se. Mont tre en ur sevenadur hag ur stumm dibar da eskemm gant tud.
N’em eus ket bet tro da vevañ lid klok an te (a bad d’an nebeutañ peder eurvezh, gant ur pred, meur a seurt te disheñvel…) met un tañva ’m eus bet.
Div wech ’m eus bet tro da gemer perzh.
En ur skol Japaneg etrevroadel e Tōkyō, e karter Shinjuku, ar wagashi kinniget deomp a oa piz bihan ha fav sukret ! Un deskardez he doa servijet ac’hanomp. Krozet oa bet meur a wech gant ar c’helenner, ur sapre bec’h a veze lakaet warni !
E Kyōto, en un ti Lid an te evit an douristed eo ur wagashi doare toaz-frouezh hon oa bet. Kavet ’m eus plijus-kaer peogwir e oa deomp da gemer ar poultr ha da veskañ an te hag an dour.
Ma ne oa ket bet tro da aozañ al lid penn-da-benn hon eus gellet fardañ an te… war an hent mat evit tostaat ouzh arz Lid an te.

Evit sevel ar pennad :
blog ma heñcher e Kyōto : Tadashi
Wikipedia
Lec’hienn an Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Dizoloiñ Kyōto

Kousket ‘m eus mat spontus e-kerzh an noz met savet on abred dilun a-benn mont d’an onsen a-raok mont kuit da 8e15. Plijus ken-ken e oa kregiñ an devezh evel-se! Ur plac’h eus ar vro he deus gourc’hemennet ac’hanomp peogwir e raemp mat an traoù evit estrenien. 🙂 Un dijuniñ mod european hon eus bet er ryokan.

Sell en ur dont er-maez eus ar gambr, e trepas (digor) an ostaleri hengounel

Sell en ur dont er-maez eus ar gambr, e trepas (digor) an ostaleri hengounel

Tapet hon eus ur bus kumun (al linenn T, adalek Shinanoki / Hakone Highland Hotel) a-benn mont betek ti-gar Odawara (an ti-gar tostañ evit kemer an trenioù tizh-bras davet ar c’hêrioù bras). Ne oa ket aes gant ar seier bras hag an hentoù meneziek a droidelle forzh pegement… Aze an hini ‘m eus merzet em boa ankounac’haet disglavier n°1 er ryokan! Kenavo, ra vi tapet gant tud all!
Aze ez eus bet tud o vont da d/Tōkyō en-dro ha reoù all da g/Kyōto eveldon met reoù zo o doa miret plasoù dija ha reoù all n’o doa ket (e gwirionez omp bet o c’houlenn met ne chome ket ken). N’eo ket grevus avat peogwir e oa un tren gant 5 gwetur gant plasoù n’int ket miret. Hikari 507 10e08 e oa. Kavet hon eus plasoù hep re a-boan (ret eo gortoz en un doare lostad dirak ar gweturioù ha kemer forzh peseurt plas dieub). E-kichen A e oan a komzet hon eus kalzig. Ur plac’h jentil-tre a oa n’em c’hichen he deus lâret din pa oa tu da welet ar Fuji mat ha tout. Skeudennoù ouzhpenn!fujisan_tren

kartenn_hent

Hakone a zo al lenn bihan e-kichen Fuji hag ar sifr “1”. Kyōto a zo ar strollad poentoù ruz… Setu an hentad graet gant an tren ar beure-mañ neuze! Un 306 km bennak.

Kenji en doa lâret deomp kemer peadra da zebriñ en tren. Ur sandwich hag un evaj bennak evidon. Erruet omp e Kyōto da 12e14 (un tamm ouzhpenn div eur e lak neuze ar shinkansen-mañ, un tren tizh bras ha ne chom ket kalz a-sav) war ar c’hae 14 ha bet degemeret gant ur bern tud (krouer an ajañs hag ur paotr yaouank tutaet nevez-zo. Ar strollad kentañ da zegemer e oamp evitañ, hon heñcher hag ivez B a oa kuitaet digwener, soñj ho peus? Graet e droiad da Hiroshima hag adkavet ac’hanomp). Kaset omp bet betek an ostaleri ne oa ket re bell eus an ti-gar met ne oa ket prest ma gwele c’hoazh ha ret eo bet din laoskel ma sac’h en ur pezh a-ratozh. Bet omp o pourmen un tamm e Kyōto (karter Gion) e straedoù bihan gant Tadashi, hon heñcher. Kroget omp gant Shirakawa-minami Dori (ur bern tud gant dilhad hengounel a veze gwelet dija), chomet omp a-sav en ul lec’h evit ar vutunerien plijus-kenañ (ha goulo) e-kichen Hanamikoji Dori, a-raok pourmen e-kichen santual Yasaka ha park Maruyama, lec’h emgav heverk. Bet omp ivez dirak templ Ryozen Kannon (peadra da welet an delwenn vras) da gaout ur sell brav war ar gêr…shirakawa_minami_dorismoking_area

Straedoù bihan ha neudennoù tredan e pep lec'h...

Straedoù bihan ha neudennoù tredan e pep lec’h…

yasakaklichedou

Souezhadennoù a vez e straedoù Kyōto !

Souezhadennoù a vez e straedoù Kyōto !

sekred

ryozen_kannon sell_kyotoGoude-se on bet me da welet lid an te en Tea Ceremony Experience En. Un dra a-ratozh evit touristed gant lid an te buan e saozneg. Plijus oa ar plac’h ha goude bezañ diskouezet deomp e oa ret deomp ober d’hon zro. Mat e oa ma ze 😀 Klikit evit ur pennad klokoc’h diwar-benn al lid-se.
Pourmenet on c’hoazh e straedoù bihan Kyōto, e-kichen templ Kennin-ji da skouer e oa un templ kozh-tre… Bet on warlerc’h ma-unan gant Tadashi da c’hoariva Gion Corner a ginnig diskouez un tamm arzoù hengounel d’an douristed (ikebana, dañs meiko, bunraku…) Brav e oa da welet (ar bunraku dreist-holl) met displijus-tre an aergelc’h gant tud o skeudenniñ, o sevel, o komz dizoujañs-mik.maikoGoude an abadenn-se e oa emgav evit mont da zebriñ ur pred «kaiseki», boued fin hervez ar c’houlz amzer. Er preti 町衆料理 京もん(Kyomon) e oa. Me gave din e vefe bet bamusoc’h (dreist-holl neuz ar meuzioù) met mat-kenañ e oa ar boued ha plijus aergelc’h ar strollad. Tadashi en doa troet ar roll-meuzioù penn-da-benn e galleg! Evel-se e c’hallemp heuliañ an traoù a-feur ma vezemp servijet. Ur mennozh jentil-tre ha plijus!

Riz gant pebr Japan, pesked bihan (!) ha soubenn miso

Riz gant pebr Japan, pesked bihan (!) ha soubenn miso

Aon am boa avat pas galloud kemer ma sac’h peogwir e oa erru diwezhat met n’eus bet kudenn ebet. En ur gambr 6 den on, chom a rae ur gwele en traoñ e-kichen ar prenestr. Kambreier paotred ha merc’hed mesket int. Er pempvet estaj e oan (an eil a zo al lodenn kegin, sal-foran), er gambr gentañ. Tri faotr ha teir flac’h oamp.
Ar rouedad na yae ket en-dro avat ha ne oan ket kustum ken! Met leun mat e oa bet an devezh ha ret mat e oa kousket a-benn an deiz war-lerc’h neuze…

kartenn_kyoto

(12 969 paz)