Arashiyama

Ur wech ouzhpenn hon eus tapet an tren (JR linenn Sagano moarvat) met ar wech-mañ omp chomet e Kyōto. Pell-tre eus kreiz-ker eo memes tra ha seblantout a ra ul lec’h disheñvel. Arashiyama eo. Pourmenadenn garetañ Tadashi eo ha kompren a ran a-walc’h perak. Bet omp gant ar bus betek un templ “bihan” gant ur bern delwennoù fentus (Otagi Nenbutsu-ji, poent uhelañ ar gartenn) ha diskennet gant un hent gant tiez kozh toennoù soul gante ha stalioù bihan artizanel. Ur bern arc’hant a zo bet dispignet aze…otagi_nenbutsu_ji toennouBet omp ivez d’ul liorzh templig gant un istor trist-tre (Gio-ji) hag ur c’hazh bihan gwenn (hon eus gwelet!) : displeget eo mat gant Tadashi war e vlog.gio_jiGoude-se hon eus kerzhet kalzig evit tizhout Jojakko-ji. Ur sell a-feson a zo war kêr Kyōto (gwelet ‘vez vezer pell eus kreiz-kêr memes tra!) hag ur bagodenn gozh a zo ivez.jojakko_ji jojakko-ji_sellTremenomp war-lerc’h dre ar c’hoad bambouz brudet (a zo just e-kichen ti-gar Torokko Arashiyama)…
bambouz Ha bet da zebriñ (gyudon : riz, kig bevin, onion hag un û), gant soubenn miso evel-just) e-kichen ar rinier Hozu, er preti 清修庵 (Seisyuan). Evel dibenn-pred hon eus holl tapet ur skornenn gant ur mestr (priziet ha tout) :  新八茶屋 (sinpachi). ^^

Te matcha ha bananez/kiwi.

Te matcha ha bananez/kiwi.

War hent an distro omp bet da dempl Tenryu-ji templ gant ul liorzh vrav eston (bravañ templ zen Kyōto eo sañset).tenryu_ji tenryu_ji2kartenn_arashiyamaN’eo ket echuet diwezhat an devezh ha sikour ‘m eus bet gant Tadashi evit mirout ma flasoù tren evit an dibenn-sizhun. Goude-se on bet ma-unan betek savadur Nintendo hirie an deiz, gant ar metro. Digudenn ‘m eus kavet an traoù (radar Nintendo!) ha gwelet tud o kuitaat o labour tro 5e30 (‘m eus ket kredet goulenn diganto skeudenniñ ac’hanon dirak ar savadur ^^). nintendoEn ur zistreiñ on faziet mik hent evit kuitaat an ti-gar ha ranket ober ur pezh tro met evel-se ‘m eus gwelet ur vanifestadeg enep nukleel. Fellout a rae din mont da dour Kyōto met un tamm berr e oa an amzer gant an istor-se. Distroet on d’al leti d’ober ma sac’h. Adkavet ‘m eus F&F ha ganto hon eus adkavet T ha G en ur preti touristel (a ginnige ur bern traoù disheñvel). Debret hon eus mat ha plijus eo bet an nozvezh ziwezhañ (e Kyōto evidon, e Japan evit an holl reoù all).karten_ara_kyoto

(25 319 paz)

Pourmenadenn e prefeti Shiga

Tapet hon eus an tren (JR linenn Biwako) ur wech ouzhpenn evit mont betek ti-gar Omihachiman. Tapet hon eus ur bus evit mont da weladenniñ kêriadenn Ōmihachiman (unan eus “ar c’hant lec’h da vezañ gwelet” e Japan!), ul lec’h leun a dud hag a vuhez, tro-dro d’ar c’hastell ha d’ar c’hanolioù, ul lec’h kenwerzhel pa oa serret c’hoazh an harzoù (e fin ar XVIvet kantved). Chomet eo mat an tiez du-hont. Dedennus e oa (bet omp er mirdioù a ziskouez tiez kozh miret evel ma oant).omihachimanmirdi mirdi2

N'hallan ket displegañ pep tra met aozet e vez ur festival gant kirri graet gant boued. Gounezet e oa bet gant hemañ warlene.

N’hallan ket displegañ pep tra met aozet e vez ur festival gant kirri graet gant boued. Gounezet e oa bet gant hemañ warlene.

Goude-se omp pignet gant ar fungarr e lein ur menez Hachiman da welet lenn Biwa (Biwako) eus an uhel. Lenn ledanañ Japan eo.

sell_biwako

Goloet ‘oa un tamm siwazh 😦

Un den kozh a zo chomet da gomz ganin, fentus e oa. Un templ brav a zo en uhel, Zuiryuji. Diskenet omp en-dro. Chomet omp da zebriñ ur pred kuri bevin ar vro a-hed ar ganol (e preti 茶寮 浜ぐら (Hamagura) plijet en deus spontus-din logo ar preti-se, Seiz Breur style un tamm me gav!).ohmihachiman_kartenn Ha goude-se, omp bet betek (gant an tren, linenn Biwako bepred) Hikone. En ur erruout e rae glav ha setu ni holl da vont da brenañ disglavierioù! Un devezh a-feson evit perc’henn ar stal ^^ (Disglavier n° 2 evidon neuze). Ha setu-ni da welet ar c’hastell bet savet e 1622. Unan eus kestell koad Japan eo, e-touez an 12 re gant un tour-meur orin hag unan eus ar 4 kastell gwelet evel teñzor broadel (evel Himeji). Da gentañ omp bet o welet Hikonyan, maskotenn ar gêr, ur c’hazh samourai lezirek ^^ Un tamm droch e oa an abadenn met fentus. hikonyanAr c’hastell a oa brav da weladenniñ, serzh ar skalieroù me lâr deoc’h! hikoneBrav e oa tro-dro d’ar c’hastell (liorzh Genkyu-en) peogwir e oa dispak-mat c’hoazh ar sakura.
genkyu_enhikone_kartennUr wech deuet en-dro (JR Special Rapid Service) da g/Kyōto omp bet gant un toullad reoù all e-krec’h an ti-gar (10vet estaj, «skyway») da welet ar gweledva. Un tammig dipitus e oa ha war a seblant eo kentoc’h ul lec’h emgav evit koubladoù (ofisiel pe get…). Ma skeudennoù n’int ket brav tamm ebet 😦
O klask e oamp dilhad evit A he doa riv ha sikouret ‘m eus anezhi peogwir e verzen e oa pell-tre er c’hef, anzavet he deus goude e oa laouen peogwir ne zeue ket a-benn da vont kuit, plac’h ar stal a ginnige traoù ouzhpenn dezhi. C’hoant hon eus bet goude da dañva gwestell «vie de france» ha graet ur c’hofad gwestell ^^

Un dra gant ur bern koavenn (dre ret!) ha fav. Un dra gant aozennoù "eus ar vro" e oa sañset.

Un dra gant ur bern koavenn (dre ret!) ha fav. Un dra gant aozennoù “eus ar vro” e oa sañset.

Goude «koan» on bet ma-unan da glask war-lerc’h savadur kozh Nintendo pa oa un embregerezh Hanafuda (c’hoari kartoù). Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ha war var e oan da zistreiñ d’al leti hep bezañ kavet peogwir e oan adpignet re en Norzh. Sur e oan koulskoude e oan tost… Hag a-greiz holl, goude ur pont bihan em eus soñjet «sell, un dra bennak e lâr se din…» ha setu-me just e-kichen! Na fier e oan! (Nintendo radar?) Didrouz mik ar straedoù, nebeut a dud d’an eur-se (9eur noz bennak e oa). 🙂nintendo_kozhDistroet on trankil d’al leti goude.kyoto_kartenn

kartenn_hollek (Diskarget c’hoazh an 3DS!)