Pourmenadenn e prefeti Shiga

Tapet hon eus an tren (JR linenn Biwako) ur wech ouzhpenn evit mont betek ti-gar Omihachiman. Tapet hon eus ur bus evit mont da weladenniñ kêriadenn Ōmihachiman (unan eus “ar c’hant lec’h da vezañ gwelet” e Japan!), ul lec’h leun a dud hag a vuhez, tro-dro d’ar c’hastell ha d’ar c’hanolioù, ul lec’h kenwerzhel pa oa serret c’hoazh an harzoù (e fin ar XVIvet kantved). Chomet eo mat an tiez du-hont. Dedennus e oa (bet omp er mirdioù a ziskouez tiez kozh miret evel ma oant).omihachimanmirdi mirdi2

N'hallan ket displegañ pep tra met aozet e vez ur festival gant kirri graet gant boued. Gounezet e oa bet gant hemañ warlene.

N’hallan ket displegañ pep tra met aozet e vez ur festival gant kirri graet gant boued. Gounezet e oa bet gant hemañ warlene.

Goude-se omp pignet gant ar fungarr e lein ur menez Hachiman da welet lenn Biwa (Biwako) eus an uhel. Lenn ledanañ Japan eo.

sell_biwako

Goloet ‘oa un tamm siwazh 😦

Un den kozh a zo chomet da gomz ganin, fentus e oa. Un templ brav a zo en uhel, Zuiryuji. Diskenet omp en-dro. Chomet omp da zebriñ ur pred kuri bevin ar vro a-hed ar ganol (e preti 茶寮 浜ぐら (Hamagura) plijet en deus spontus-din logo ar preti-se, Seiz Breur style un tamm me gav!).ohmihachiman_kartenn Ha goude-se, omp bet betek (gant an tren, linenn Biwako bepred) Hikone. En ur erruout e rae glav ha setu ni holl da vont da brenañ disglavierioù! Un devezh a-feson evit perc’henn ar stal ^^ (Disglavier n° 2 evidon neuze). Ha setu-ni da welet ar c’hastell bet savet e 1622. Unan eus kestell koad Japan eo, e-touez an 12 re gant un tour-meur orin hag unan eus ar 4 kastell gwelet evel teñzor broadel (evel Himeji). Da gentañ omp bet o welet Hikonyan, maskotenn ar gêr, ur c’hazh samourai lezirek ^^ Un tamm droch e oa an abadenn met fentus. hikonyanAr c’hastell a oa brav da weladenniñ, serzh ar skalieroù me lâr deoc’h! hikoneBrav e oa tro-dro d’ar c’hastell (liorzh Genkyu-en) peogwir e oa dispak-mat c’hoazh ar sakura.
genkyu_enhikone_kartennUr wech deuet en-dro (JR Special Rapid Service) da g/Kyōto omp bet gant un toullad reoù all e-krec’h an ti-gar (10vet estaj, «skyway») da welet ar gweledva. Un tammig dipitus e oa ha war a seblant eo kentoc’h ul lec’h emgav evit koubladoù (ofisiel pe get…). Ma skeudennoù n’int ket brav tamm ebet 😦
O klask e oamp dilhad evit A he doa riv ha sikouret ‘m eus anezhi peogwir e verzen e oa pell-tre er c’hef, anzavet he deus goude e oa laouen peogwir ne zeue ket a-benn da vont kuit, plac’h ar stal a ginnige traoù ouzhpenn dezhi. C’hoant hon eus bet goude da dañva gwestell «vie de france» ha graet ur c’hofad gwestell ^^

Un dra gant ur bern koavenn (dre ret!) ha fav. Un dra gant aozennoù "eus ar vro" e oa sañset.

Un dra gant ur bern koavenn (dre ret!) ha fav. Un dra gant aozennoù “eus ar vro” e oa sañset.

Goude «koan» on bet ma-unan da glask war-lerc’h savadur kozh Nintendo pa oa un embregerezh Hanafuda (c’hoari kartoù). Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ha war var e oan da zistreiñ d’al leti hep bezañ kavet peogwir e oan adpignet re en Norzh. Sur e oan koulskoude e oan tost… Hag a-greiz holl, goude ur pont bihan em eus soñjet «sell, un dra bennak e lâr se din…» ha setu-me just e-kichen! Na fier e oan! (Nintendo radar?) Didrouz mik ar straedoù, nebeut a dud d’an eur-se (9eur noz bennak e oa). 🙂nintendo_kozhDistroet on trankil d’al leti goude.kyoto_kartenn

kartenn_hollek (Diskarget c’hoazh an 3DS!)