Devezh diwezhañ ha beaj distro

Kudenn ebet evit sevel ha kuitaat an ostaleri. Un tamm droch on bet avat ha prenet ur bilhed evit kemer ar”Port Liner” (ur metro diavaez otomatek e ti-gar Sannomiya) e plas paeañ gant ma c’hartenn suica. Erruet on digudenn e arsav aerborzh Kobe met aet davet an tu fall (war-droad) goude ur prantad e teuas anat din ne oan ket war an tu mat, bet on neuze en un embregerezh ha displeget ez eus bet din e oa ret din distreiñ d’an ti-gar, redet ha bet ur sapre nec’hamant… Met kavet ‘m eus ar bus evit mont d’ar porzh ha n’em boa ket c’hwitet bag 8e a ranken kemer e Kaijo access terminal pier.bag-aerborzhBerr eo ar veaj (tro 30 munut, aon am boa ivez abalamour d’an tyfon met n’eus bet kudenn ebet) ha setu me neuze o vont d’an aerborzh. Ret eo bet deomp kemer ur bus evit erruout en termnva 1. Ret eo bet din mont da gerc’hat ma malizenn e 4re estaj war an tu dehou (JAL ABC Delivery Counter). Un tamm c’hoari evit adaozañ ar valizenn ‘m eus graet, gant aon evel-just e vefe re bounner ma zraoù… Bet on oc’h enrollañ (kudenn ebet, ne oa ket re bounner ma sac’h) hag o prenañ traoùigoù bihan (ha ranket paeañ gant ar gartenn peogwir e vanke din 300Y am befe gallet espern beure-mañ ma vefen ket bet droch!) a-raok tapout un doare metro da vont davet ar c’hirri-nij. Nijadenn AF 291 11e30 gant Air France neuze! Evel raktreset ez eus bet un tamm dale. En ur c’hortoz e oa ur strollad tud torr-penn o klemm forzh pegement, unan eus an dud-se a oa azezet n’em c’hichen er penn-kentañ ha klemmet n’eus evit mont gant e strollad. Lâret n’eus din e c’hallen dont dirak ivez met me oa disammet bras na vefe ket n’em c’hichen ken (den n’em c’hichen aha!) ha gallet ‘m eus profitañ eus ar veaj trankil neuze.karr-nij-distrokarr-nij-sellErruet on e Pariz tro 5e hag un tren da vont betek Naoned a oa ganin da c’houde, adalek ti-gar aerborzh Charles de Gaulle. N’am eus ket bet amzer da goll…

(6 513 paz)

Ober un evezhiadenn