Sendai

Daoust da bep tra (d’ar skuizhder dreist-holl) on deuet a-benn da sevel ha da erruout en koulz evit tapout tren 6e56 evit mont da Sendai. Un dijuniñ bihan ‘m eus prenet war ar c’hae (kioskoù a vez evit gwerzhañ boued, evajoù ha kelaouennoù). dijunin_tren Tremenet buan ar veaj ha setu-me erru e Tōhoku neuze!
Raktreset em boa mont da welet Ōsaki Hachiman-gū, ret e oa din tapout an tren evit-se. N’am eus bet kudenn ebet en tren met faziet on mik evit hent ar santual! (ti-gar Kunimi war ar gartenn, bet on a-gleiz e plas mont a-zehou…!) Erruet on en un templ kollet (大聖寺 (Daishouji?)) ha distroet davet an ti-gar. Ranket ‘m eus goulenn ma hent div wech met sikouret on bet mat gant an dud daoust dezho pas komz saozneg. Deuet on a-benn da gavout ar santual! Brav e oa e gwirionez.oosaki_hachiman_gu Goude-se ‘m eus adtapet an tren (ha santet ur c’hrenn-douar war an hent pa oan o kerzhout!) evit mont da welet templ (ha liorzh dreist-holl) Rinnōji ranket ‘m eus ivez goulenn ma hent, echu mik radar Nintendo aze, ne gomprenan seurt evit mont war-raok e Sendai! E diavaez kreiz-kêr e oan ha ne oa netra skrivet e romanji, kazi riblenn ebet kennebeut… Iskis! Chomet on a-sav e templig Daihoji buan-ha-buan.
Ma, kavet ‘m eus ivez ha gwelet al liorzh vihan brav. Ne oa kazi den ebet! rinnoojiTraoù iskis a oa tro-dro d’an templ, liammet gant ur film pe n’ouzon ket…rinnooji_tudenn Aze ez eus bet goulennet diganin ma oan studierez etrevroadel gant un den a bourmene e gi. Deuet on a-benn da gavout ar metro goude (eüruzamant em boa kavet ur gartenn eus Sendai er santual) ha da vont davet kreiz-kêr. Chomet on a-sav da zebriñ rak gwall skuizh e oan ha da welet ar vediaoueg goude. Brav eston eo! smtDegemeret mat-tre on bet, roet ez eus bet din ur c’harnedig evit ar sielloù hag an aotre da dapout skeudennoù. 7 estaj a zo, ur sinema, estajoù diskouezadegoù, 3 estaj evit al levraoueg/mediaoueg hag en traoñ ur c’hafedi, ur stal hag ul lec’h evit prezegennoù. A bep seurt tud a oa, tud yaouank, tud kozh, o labourat pe o kousket. 🙂
Goude-se on bet betek ar park nepell (Nishi) . Un tamm dipitet on bet peogwir e oa kalz lec’hioù evit ar vugale da c’hoari met ne oa ket kement-se a gwez ha tout. Ur blasenn leun-chouk evit ohanami on deuet a-benn da welet memes tra met setu tout.sendai_ohanamiTro 3 eur bennak e oa neuze ‘m eus divizet tostaat eus an ti-gar. Hir a-walc’h e oa ar straed evit tizhout an ti-gar. Aze on bet er savadur AER da gemer merenn-vihan, da welet ar Pokemon Center hag ar sell war ar gêr eus lein an tour (31 estaj).adverenn_sendai pokemon_centersendai_aerGoude e oa poent mont da dapout an tren en-dro. Iskis un tamm eo bet ar veaj, un den oc’h huanadiñ n’em c’hichen, c’hwezh boued (poan ‘m eus c’hoazh gant an dra-se!), ur bugel drol dirazon a rae kalz trouz gant ur vouezh displijus-tre (en deus lakaet ac’hanon da soñjal en ur c’hrennard gant ur vouezh dic’houzañvus a zeue d’al levraoueg karter pa labouren) hag ur poupig o huchal… Un tamm skuizh on erru marteze gant tout ar beajoù en tren-se! Met setu, echu eo! Ha n’am eus tamm keuz ebet!
Ur c’hrenn-douar all ‘m eus santet em c’hambr ur wech erru!sendai

Tro 306 km a zo etre Sendai ha Tokyo

Tro 306 km a zo etre Sendai ha Tōkyō

(n’am boa ket lakaet ma 3ds da vont en-dro diouzh ar beure! Met 9181 paz goude-merenn (ha kerzhet ‘m eus kalz nebeutoc’h!))