Menez Takao

Ar wech-mañ e oa roet emgav e ti-gar Shinjuku a-benn mont da venez Takao (Takaosan).  Bet omp gant al linenn Keio (Keio (Takao) Line Special Express) betek ti-gar Takaosanguchi. Heol bras ha tomm eo bet an amzer an deiz-se. Pignet omp betek ar menez gant fungadorioù.

fun_gador_takaoBamus e oa! Ul lec’h touristel-tre eo, plijout a ra kalz d’ar familhoù pourmen dre amañ. Tud ‘zo a oa e vakañsoù c’hoazh d’am soñj ha kalzig tud a oa neuze. En o-zouez, un den kozh gant evned…
takao_evnedUr sapre sell a zo war Tōkyō, Shinjuku dreist-holl (kornog Tōkyō neuze).sell_shinjukuGoude-se hon eus kerzhet trankil, ma ‘m eus komprenet mat omp bet dre an hent 1 (ruz war ar gartenn dindan), a zo an hent aes (an holl a c’hall mont, tud kozh, bugale hag all).

all_course

Kartenn o tont eus lec’hienn ofisiel ar Menez

Ur bern stalioù a zo ha kalz traoù gant an tengu. Un doue shinto eo an tengu (ki neñvel) ha dre m’eo Takao ur menez e vez gwelet pep lec’h ar yamabushi tengu (“ki neñvel a blij ar menez dezhañ”). Tudennoù gant divaskell evel brini int ha gant un dremm ruz, ur fri hir heverk. tenguSañset e c’haller gwelet marmouzien er menez-se ivez, un toullad skritelloù a zo evit lârat d’an dud chom hep boueta anezho ha diwall ne laerfent ket traoù.
marmouz2 N’hon eus gwelet hini gwir ebet…
marmouzChomet omp a-sav da zebriñ merenn er preti 権現茶屋 (me gred!). Raamen hon eus debret ha fentus e oa peogwir e oa ret deomp flastrañ greun sezam da lakaat e-barzh ar pladad! (Droch on bet avat, ‘m eus ket tapet skeudennoù, evit gwelet penaos e oa e c’hallit mont du-hont) Debret hon eus er-maez gant ur gweledva a-feson… Un drugar!sell_preti

takao-koad

Ul lodenn eus an hent davet an templ

Heuliet hon eus an hent betek templ Yakuōin Yūkiji.
Un templ brudet a-walc’h eo hag ur bern tud a oa, e gwirionez.
Yakuōin_Yūkiji

Dougoù-chañs e stumm sandalennoù bihan ^^

Dougoù-chañs e stumm sandalennoù bihan ^^

Tengu zoken war ar plakennoù pediñ! Gant sakura ouzhpenn... !

Tengu zoken war ar plakennoù pediñ! Gant sakura ouzhpenn… !

Chom a rae ul lodennig da bignat betek lein ar menez! Ne oa ket tu da welet Fuji-san avat! (d’am soñj ne welin ket anezhañ…)

takao_leinDistroet omp dre an hent 4 (an hent mouk war ar gartenn, hent ar marv neuze, “ichi” o vezañ ar sifr pevar hag ar ger evit ar marv, ur sifr gwelet fall e Bro Japan) a oa brav eston! Tremenet omp dre ur pont koad.
ichiWar a seblant eo dreist pourmen e Takao da vare koyo (an diskar-amzer) hag anzav a ran e plijfe din kalz distreiñ! Ouzhpenn gant an niver a hentoù disheñvel ez eus peadra da zizoloiñ traoù nevez bep tro! C’hoariet ‘m eus a-hed an deiz da glask ar sielloù a oa strewet er menez, evel ar vugale ^^

hent_tizh

Sell war an hent-tizh un tamm a-raok an “ti-fungarr”

Darbet eo bet din kouezhañ er skalieroù just en ur erruout el lec’h ma tapet ar fungarr, goude ur grapadenn dañjerusoc’h… Na lu! Met an dud e-kichen o deus goulennet “daijobu desu?” pezh a oa jentil 🙂 Diskennet omp gant ar fungarr ar wech-mañ neuze ha graet un tammig ehan a-raok adtapout an tren. Evit ar wech kentañ ‘m eus gwelet mekanikoù da werzhañ skornennoù (evel ma vez gwerzhet evajoù pep lec’h)! Fentus. D’am soñj eo un deiz-se ez eus deuet ar soñj din tañva limonadez tomm Minute maid. Ur soñj iskis met un drugar da evañ!! Ha setu ni distroet da d/Tōkyō. Buan on bet gant ar reoù all da lakaat ober hon JR pass (tikidi tren mat e-pad 7 devezh war tout linennoù trenioù ar gompagnunezh JR, a servijo din da vont da g/Kyōto. E gwirionez eo ret gourc’hemenn eus an estrenvro, resevet e vez un doare chekenn-eskemm ha gant ar chekenn-se e vez savet an tiked. Hir a-walc’h eo, ret eo leuniañ un toullad paperioù gant an devezhioù resis hag all met n’eo ket start.) e ti-gar Shinjuku. Goude ‘m eus redet evit adtapout ar strollad a yae da weladennin Tōkyō diouzh noz! Aon ‘m eus bet rak dale oa ganin ha na zeuen ket a-benn da gavout ar strollad! Soñjet ‘m eus n’o doa ket gortozet ac’hanon. Met mat eo bet a-benn ar fin. Tud nevez c’hoazh! Ar wech kentañ e oa d’an ajañs kinnig an nozvezh-se. Bet omp e tour Dentsu adarre (met disheñvel-tre e diouzh noz), da deurel ur sell war Odaiba. Bet omp ivez er World Trade Center (ya ya iskis e ra) e-lec’h ma ‘z eus peadra da welet ar gêr 360° ! Sioul-tre ha dreist ‘m eus kavet al lec’h! Bet omp ivez betek traoñ an Tokyo Tower, da welet tro-dro ar palez ha betek ti-gar Nihombashi a-raok mont da zebriñ ur pred a-feson! Ur sapre devezh ha nozvezh 😉

dentsu_noz

tokyo_tower_wtc

Sioul-tre eo ar palez met tro-dro ez eus savadurioù sklêrijennet...

Sioul-tre eo ar palez met tro-dro ez eus savadurioù sklêrijennet…

ti_gar

E-kichen an ti-gar e oa un tour gant gouleier evit an estajoù!

E-kichen an ti-gar e oa un tour gant gouleier evit an estajoù!

koan

Takao keñveriet gant Tōkyō. Kornog penn-da-benn!

Takao a-dostoc'h (gwelet 'vez an ti-gar evit ar fungador ha fungar)

Takao a-dostoc’h (gwelet ‘vez an ti-gar evit ar fungador ha fungar)

N'eus ket tapet pep tra

Ar poentoù a zo ar sell war Odaiba. An Tokyo Tower a zo eus tu all ar park er c’hornog. Pignet omp goude betek Nijubashimae (palez) ha Tokyo (ti-gar).

(21 093 paz)